7vet Koñferañs Yezhoniezh Keltiek (CLC7)
D'an 22-23 a viz mezheven 2012
Skol-veur Roazhon
Roazhon, Breizh

L'Hermitage, Rennes *
English | Français | Gaeilge | Brezhoneg
Degemer | Deiziataer | Kinnig ho tiveradenn | Enrollañ | Programm | Strollad aozañ | Mont eno | Lojeiz

A-nevez

Evit lakaat ho anv war al listenn abred: 27 a viz mae 2012

Galv

Ar seizhvet Koñferañs Yezhoniezh Keltiek (CLC7) a vo dalc'het d'an 22 ha 23 a viz mezheven 2012 e skol-veur Roazhon II.

Kenaozet eo ar c'hoñferañs-mañ gant:

Digemer e reomp diverradennoù labour war pep arvez an enklask yezhoniel a denn d'ar yezhoù keltiek. Penndanvezioù ar c'hollok a vo: an ereadur, ar fonologiezh, ar soniadouriezh, ar sokioyezhoniezh, an teknologiezhoù a denn d'ar yezhoù, hag ar goulennoù savet gant al labour enklask war ar yezhoù minorelaet pe en arvar. Danvezioù all estreget ar penndanvezioù-mañ a vo degemeret brav ivez.

Ar c'hoñferañs a vo dioutañ prezegennoù dre-gomz (pep un hanter-eurvezh, gant an diviz e-barzh) ha prantadennoù poster. An oberour(ien/ezed) a vo dav dezho lakaat sklaer e-barzh o lizher mail dindan pe hini deus ar stummoù-mañ e venn dezho kinnig o labour.

Yezh ar c'hoñferañs, evit ar prezegennoù dre-gomz kement hag evit ar posterioù, a zo ar saozneg anezhi.

An diverradennoù a zo ret dezho bezañ kaset dindan format pdf, txt pe doc, dre an interface e-linenn.

Stumm dre ret an diverradennoù: 2 bajenn d'ar muiañ (A4 pe stumm ul lizher, letrennoù 12, riblennoù 2.5cm/1-inch), skouerennoù ha referañsoù e-barzh. En un doare dall d'an daou du e vo priziet an diveradennoù labour: pouezus eo eta ne vefe ket meneget anv an oberour.ez en diverradenn. Gwiriit mar plij ganeoc'h ne chom ket anv an oberour.ez war perzhioù an teuliad pdf.

Deadline nevez evit kas ho tiveradenn: 23 a viz c'hwevrer 2012
Lizher disoc'h d'an oberourien: 4 a viz ebrel 2012
Deadline nevez evit kas ho tiveradenn: 23 a viz c'hwevrer 2012
Evit lakaat ho anv war al listenn abred: 27 a viz mae 2012

Evit mont e darempred ganeomp (e brezhoneg, iwerzhoneg, galleg pe saozneg): clc7.contact E lpl-aix.fr
* Photothèque : Office du tourisme, Rennes - http://www.tourisme-rennes.com